En-dro d'ar bajenn degemer...

Kannig & doareioù
  Kartenn ar lec'hiad
  Monet e darempred genin

Servijoù
  Enklask
  Stummiñ
  Aliañ
  Produiñ

Piv on ?
  Stummadur
  Oberoù & embannadennoù
  Raktresoù & c'hoantoù
  Daveoù
  Kenlabourerion

Yezhoù labour

Mediaioù

Liammoù

Raktresoù àr ar stern

Kelenn

Oc'hpenn ar c'hentelioù goulennet genin a-gleiz hag a-zehou (s. d. ar bajenn Daveoù) eh eus c'hoazh daou raktres pennañ genin àr dachenn ar c'helenn.

Stummadur àr ar jubenniñ

Kroget e oan en hañv 2012 da jubenniñ àr ar prim, get Patrick Drean, evit div bredegenn durant Emvod ar Gelted en Oriant, goude evit bodad ar brezhoneg Ti Douar Alre hag iwe er c'hollok aozet e Karnag get Kerlenn Sten Kidna ha rann brezhoneg skol-veur Roazhon 2 e miz Gouel-Mikael.
E Bro an Alre hepken e santer ne vo ket trawalc'h get daou jubennour. An dra-se zo kaoz e kannigan bremañ ur stummadur àr ar jubenniñ brezhoneg-galleg, é kenlabourat get an IPLV a Añje.

Rummad troiñ er staj KEAV

Lakaet eo enlinenn bremañ bilañ ar pevarvet rummad troiñ, a oa bet e miz Evenig 2015. Moian zo c'hoazh lenn re an trivet hani (2014), a oa bet un tammig dishañval doc'h ar pezh a oa bet graet e 2012 hag e 2013 iwe. Atav e vo klasket kannig ar sort stal-labour en-dro, kar an dud a gemer perzh enni bep blez a vourr ag ar pezh a zeskont dre ar labour kaset asambl.

Enklask

Devezhioù-studi Ti Douar Alre ha Kerlenn Sten Kidna

An devezh kentañ a oa bet aozet e koun Gwennole ar Menn, d'an 20 a viz Gouel-Mikael 2012 e Karnag, hag e oa bet an dastum e dem pennañ. C'hoant a oa bet ma vehe dalc'het ingal ar sort devezh-studi hag an eil a oa bet aozet en Alre d'ar 5 a viz Imbrilh 2014, da geñver Sizhuniad ar brezhoneg. « Douar ha dour » a oa bet an tem anezhoñ. E 2015 e oa bet dalc'het an devezh-se d'ar 4 a viz Imbrilh hag an tem kanniget e oa an « treuzkas ». Lennit ar galv da bredegennoù.
Labourat a ran oc'hpenn àr embann ar pennadoù-skrid tennet ag an daou zevezh kentañ, da zonet er-maez e 2015.

Skriviñ hag embann

Oc'hpenn ar raktres meneget amañ a-us, 'mea pevar raktres hag a zo kempennet a-walc'h o soñj mes chom a ra d'o skriviñ ha d'o embann :

  • un dornlevr àr an troiñ, leun a skouerioù tennet ag an troidigezhioù graet genin a-c'houde blezadoù ;
  • ur pennad-skrid àr ar « skoueriekaat » (ar « standard ») ;
  • ur pennad-skrid àr an implij a vammennoù liessort pa droer e brezhoneg ;
  • ur levr àr an hent a vêr kaset àrnoñ pa glasker deskiñ yezhoù èl ar brezhoneg

Klask ha sevel benvegoù yezh

Benvegoù a vank, d'am soñj-me, evit meriñ korpusoù divyezhek pe vrezhonek hag o c'hannig da razh an dud dre Internet evit aesaat reskont da c'houlennoù yezh èl ma vez stank anezhe evit yezhoù èl ar brezhoneg.
Benvegoù a sort-se a sikourehe evit an termenografiezh iwe. Goude an abadenn roeñvat get klub Kastellin d'ar Merc'her 17 a viz Evenig 2013 e oa bet kaoz get unan ag an dud a youl vat o doa graet àr hon tro a lakaat geriaoueg ar roeñvat e brezhoneg enlinenn. Kenlabourat a rin gete neuze da sevel ar listennad da gentañ hag ur stlennvon a-feson iwe, pechañs.

Get Kerlenn Sten Kidna

Ar gelaouenn An Dasson

Troioù ha distroioù en-dro d'ar yezhoù ha d'ar bed am boa bet c'hoant da gannig da lennerion An Dasson e 2012. Embannet e oa bet an niverenn 77 e miz Even 2013. Setu ar fichenn anezhi.
A-c'houde 'mea kemeret perzh en niverenn 78 ha kenurzhiet an niverenn 79. An niverenn 80 zo àr ar stern iwe.

An DVD Daet eo genin !

Ur benveg nevez da labourat àr ar c'hompren dre selaou. Embannet e voe get Kerlenn Sten Kidna e miz Gouel-Mikael 2012. Skignet e vez get ar c'hCoop Breizh. Ne chom ket mui kalz ag ar re gentañ met tennet eo bet mil skouerenn en-dro e miz Meurzh 2013.
E-leizh a ditouroù a gavoc'h e lec'hiad ar Gerlenn, ur listennad ag an abadennoù radio pe tele graet geneomp en o mesk, pe c'hoazh ar pennadoù-skrid embannet a-ziàr ar produ, hag iwe videoioù brudiñ e meur a yezh ha teuliadoù-kelaouiñ. Ar re-mañ a c'helloc'h pellgargiñ amañ iwe.

Dastum

  • Dastum e Mourieg da wriziiñ man distagadur.
  • Kas da benn eno goulennaoueg 1500 ar SEB.
  • Sikour lakaat ar labour-se hag ar labour dastum dre vras da dalvout evit ar re a zesk brezhoneg.

Gober a bep sort traoù e brezhoneg !

  • Kroget e voe e 2012 get un abadenn bowling en Arvor ! Un eil 'oa bet diwezhatoc'h...
  • Monet a raimp iwe c'hoazh da Emvod ar Gelted en Oriant en hañv-mañ.
  • KEAV 2013 zo bet un digarez a-feson da gannig gober anaoudegezh get ar roeñvat e klub Kastellin (Aviron châteaulinois). Ar mem tra a oa bet graet e 2014 ha gelliñ a rahe bout graet e bro an Oriant iwe d'ur prantad arall ag ar blez.
  • E Gwezin 'nea graet un abadenn c'hoarioù e brezhoneg : get Din an Dorn ha Klask ar ger (Aplud) eo e oa bet plijadur ar wezh-mañ... Betak ar c'hentañ tro !

Abadenn tele-gwirvoud

A-raok ma vehe embannet galv Gwengolo filmoù da sevel un abadenn « tele-gwirvoud » anvet Foeterien em boa bet c'hoant sevel un abadenn a-sort-se da ziskouez tud é veviñ laouen e brezhoneg e-pad Emvod ar Gelted en Oriant. Marse e tay da wir un deiz bennak...

 Copyright  04/2004  Tro ha Distro