En-dro d'ar bajenn degemer...

Kinnig & doareioù
  Kartenn ar lec'hiad
  Monet e darempred genin

Servijoù
  Enklask
  Stummiñ
  Aliañ
  Produiñ

Piv on ?
  Stummadur
  Oberoù & embannadennoù
  Raktresoù & c'hoantoù
  Daveoù
  Kenlabourerion

Yezhoù labour

Mediaioù

Liammoù

Stummadur àr ar jubenniñ

Ne dalv ket ar skrid-mañ e gwenedeg e vo graet get ar rannyezh-se e-pad ar stummadur, nag e vo digomprenabl ar stummer !
Degas a ran oc'hpenn d'ho soñj e c'hellit tremen biz ho logodenn ŗr ar gerioù a seblant deoc'h bout gwenedeg anezhe evit gwelet stummoù KLT.

Er blez 2012 e oa daet àr-wel ar jubenniñ èl un doare jaojabl díaoziñ divizoù e brezhoneg get nann-vrezhonegerion e meur a zegouezh : Emvod ar Gelted en Oriant, bodadoù-labour àr ar brezhoneg Ti Douar Alre, ar cíhollok aozet e Karnag get ar gevredigezh diwezhañ-mañ e miz Gouel Mikael, emvodoù kuzul-meriñ Kerlenn Sten Kidna. An dra-se zo kaoz e oa bet divizet preniñ dafar a-sort get kani Ofis publik ar brezhoneg, prestet e lod ag an degouezhioù-se.

Dav eo lâret, neoazh, e oa bet graet ar jubenniñ seul taol get daou zen hepken. Evit bout sur e servijo an dafar koustus bet prenet eh eus afer a jubennerion arall, ha pas e bro an Alre hepken. Ar mare mat eo enta 2014 da gannig ar stummadur da-heul.

Get piv ? Evit piv ?

Aozadur

Kerlenn Sten Kidna en Alre hag an Institut de Perfectionnement en Langues Vivantes (IPLV) a skol-veur gatolik ar cíhornôg (UCO) e Añje (49).

Stummerion

David ar Rouz (KSK), troour ha doktor àr skiant an troiñ (skiantoù al lavar).
Anita Le Couédic (IPLV), jubennourez ha kelennourez, e karg ag an diplom àr ar jubenniñ liammiñ.

Studierion

Tud daet, uhel a-walcíh o live brezhoneg ha galleg. 10 den díar muiaŮ.

Perzhioù ar stummadur

Pad ha deiziadoù

Àr-dro 36 euriad en holl, dasparzhet e cíhwecíh devezh.

An deiziadoù a vo lakaet get ar re o do lakaet o anv.

Pal

Kompren ha pleustriñ sortoù jubenniñ dishañval, evit gellet o cíhannig èl un den a vicher :

  • jubenniñ liammiñ
  • jubenniñ kuzuliket
  • jubenniñ àr ar prim
  • troiñ a-daol-lagad

Yezhoù

Ag ar brezhoneg d'ar galleg, hag en tu kontrol (jubenniñ liammiñ)
(+ a yezhoù arall díar brezhoneg, hrevez live ha cíhoant ar berzhidi ha hrevez an amzer)

Disoc'h

Roet 'vo un testeni stummadur díar berzhidi hag a lâro evit pesort jubenniñ e vint daet da vout barrek. Sinet e vo asampl get Kerlenn Sten Kidna hag an IPLV.

Program ar stummadur 2014 dre ar munud

Priz ha kontrad

Talvoudegezh ar stummadur

Gopr ar stummerion : 1962,50 €

Frejoù hent ar stummerion : 390 €

Feurm ar sal jubenniŮ evit 2 zevezh : 580 €

Frejoù boued :

  • Eil devezh : 12 x 15 = 180 €
  • Pempvet ha cíhwecíhvet devezh (kreisteiz) : 13 x 15 x 2 = 390 €
  • Pempvet devezh (koan) ha cíhwecíhvet devezh (lein) : 11 x 15 + 11 x 8 = 253 €
  • Herbercíhiñ : 400 €

Frejoù brudiñ (plegfollenoù moullet e liv) : 25 €

Priz hollek : 4 180,50 €
Priz dre zen : 523 €

Chom a ra díar berzhidi : koust ar monedoneoù ag o zi díar lecíhioù ma vo dalcíhet ar stummadur hag aoziñ ur cíhenweturiñ evit monet da Añje.

Kontrad

Ar stummadur a cíhell bout paeet get ur gevredigezh. En eskemm e c'hrata an dud stummet jubenniñ a-vat eviti 5 penndevezh pe ocíhpenn. Ur penndevezh a vo kontet èl lan pa vo labouret etre div ha peder euriad. En tu arall da beder euriad e vo kontet ur penndevezh arall.

Nullet e vo ar stummadur ma ne vez ket lakaet o anv get 8 den d'ar bihanañ.

Díar gevredigezh e vo aoziñ galv an dud stummet hrevez he doberioù, dijaplted an dud o-unan hag an niver a benndevezhioù graet get pep hani, evit ma vo achu ar cíhontrad get ar jubennerion ar memp blez mard eo posubl.

En tu arall díar cíhontrad-se e c'hrata an dud stummet fakturenniñ o servijoù hrevez akustumañs an dud a vicher pa vint e jubenniñ er-maez ag ar c'hevredigezhioù eh int ezel a youl vat anezhe, é ouiet níhello ket an dud stummet hrevez termenoù an destenn-mañ lâret o deus an titl a jubennour predegennoù ha neuze goulenn ar memp gopr èl ar rummad labourerion-se.

Gellet a ray an dud paeiñ o stummadur o-unan mío dez cíhoant, èl rezon. Ne vint ket dalcíhet neuze get termen ar cíhontrad-mañ. Grataat a reont èlkent fakturenniñ o servijoù goude ar stummadur, kuit da geveziñ en ur feson disleal docíh ar jubennerion arall.

Lakaat hoc'h anv

Evit lakaat hocíh anv, kasit (pe goulennit get ho kevredigezh kas) ur fichenn enskriviñ* get ur chekenn 150 € da gKerlenn Sten Kidna (6 ru Joseph Rollo Ė 56400 AN ALRE), èl ur lodenn a briz ar stummadur. Ne vint ket restaolet ma larehecíh ne vehecíh ket perzh er stummadur bihanocíh evit pemzektez e-raok an devezh kentañ. Kasit doare din iwe dre bostel, ma virehen ho lecíh.

 

* Goulennet e vo ur ger-tremen pa zigoroc'h ar restr e Word. Klikit neuze àr ar bouton "Lenn hepken" (Lecture seule) evit diskouez ar furmskrid ha gellet laniiñ ar maeziennoù ennoñ

 Copyright  04/2004  Tro ha Distro