En-dro d'ar bajenn degemer...

Kinnig & doareioù
  Kartenn ar lec'hiad
  Monet e darempred genin

Servijoù
  Enklask
  Stummiñ
  Aliañ
  Produiñ

Piv on ?
  Stummadur
  Oberoù & embannadennoù
  Raktresoù & c'hoantoù
  Daveoù
  Kenlabourerion

Yezhoù labour

Mediaioù

Liammoù

Rummad troiñ er staj KEAV 2015

Setu ur bilañs berr ag ar pezh a oa bet graet ar blez-mañ.

Palioù ar rummad

  • Deskiñ an troiñ dre skrid hag an dermenografiezh, diàr destennoù teknikel : o zalvoudegezh, ur feson díober h. cíh.
  • Pleustriñ é troiñ a-stroll un destenn deknikel.
  • Deskiñ dre an adlenn hag an evezhiadennoù a-ziàr an destenn-se hag a-ziàr troidigezhioù ar re arall iwe.

Piv ?

Pemzek den o doa kemeret perzh.

Petra 'oa bet graet ?

Kendivizet hor boa a-ziàr an troiñ da gentañ-penn ha kanniget e oa bet un hentenn da gas an droidigezh da benn. Goude e oa bet dasparzhet an testennoù.

  • Pevar stajiad o doa labouret àr un destenn a-ziàr dour Plangoed, tennet ag ar gelaouenn ArMen.
  • Tri arall o doa troet ur lodenn ag ur pennad-skrid, tennet ag ArMen iwe, a-ziàr ar stal ziwezhañ a fard hag a gempenn dorioù koad evit skluzioù kanol Il-ha-Renk.
  • Tri o doa troet ur lodenn ag ur pennad-skrid tennet ag ar gelaouenn La Maison écologique, àr an dastum dour-glav evit en implij en tier.
  • Daou o doa troet an hanter ag ur pennad-skrid, tennet ag ar mem kelaouenn, àr tem an dour-red er liorzhoù.
  • An tri diwezhañ o doa labouret ag ar saozneg, àr dammoù ur lizher-kelaouiñ embannet get an aozadur Cyfoeth Naturiol Cymru/Natural Resources Wales, Living Waters for Wales Update e ditl.

D'an deiz diwezhañ e oa bet graet un taol-arnod get ar jubenniñ liammiñ a strolladigoù c'hoazh ha plijadur a-leizh a oa bet !

Bilañs

Razh an testennoù a oa re hir evit bout troet e-korf daou zevezh, dreist-holl pa ne'm boa ket displeget mat e oa moian da izili ar strolladig labourat àr bep a lodenn zishañval àr un dro evit gober muioc'h ha monet fonnaploc'h. Mes get pemp strolladig, ha pemp testenn enta, e vehe bet re verr an amzer kalavern penaos evit o adlenn razh a-bezh.
Kontant-bras e oa ar stajidi, neoazh, p'o doa kavet talvoudus deskiñ ur feson d'ober ha gwelet get an adlenn penaos e c'hell bout labouret (implij ar geriadurioù, c'hoari get lec'h an elfennoù er frazennoù, lenn an destenn orin get ur sell-barn…).

C'hoarzhet e oa bet kalzig pa oa bet pleustret àr ar jubenniñ liammiñ ! Ken ma ro soñjoù da gempenn ar staj en ur mod arall marse ar blez-mañ 'za (testennoù berroc'h, jubenniñ un tammig bemdez…).

 Copyright  04/2004  Tro ha Distro